Aveit fin ar c'haozioù 'vez gwraet mem mod, dre vras, get ar skritur "etrerannyezhel". 'Verna ket penaos, pa vez skrivet "mad" e vez techet ar c'hallegerion da lâret "mâde" bep taol, mem ba fin ur frazenn, ha pa vez skrivet "mat" e vezant techet da lâret "mâte" bep taol iwe, ha pa zo ur vogalenn arlerc'h. Neuzen n'eus ket a ziskloum d'an afer-se (petramant e vehe ret sevel letrennoù nevez

).
Ne gav ket din e vehe mat ar skolveurieg tamm 'bet: èl ma 'meus lâret, n'eus lec'h erbet ma vehe distaget tre-ha-tre èl ma vez skrivet en skolveurieg. Lec'h ma vez lâret "anezo" e vez lâret "emaoun" ivez, met "emaoun" ne vez ket skrivet. Me n'on ket sot ged ur skritur nend eo mat da skriv namaet ur rannyezh, hani bro-leoun, ha c'hoazh ne jaoj ket tre-ha-tre get pezh 'vez lâret get an dud.
Ar skolveurieg nend eo ket mat aveit yezh Kerne, aveit yezh Treger nag aveit yezh Gwened.
Oc'hpenn-se, e gerioù a-sort "gant" nend eo ket mat ivez kar ne vez ket lâred /gãd/ jamez: lâret 'vez /gãn/ pa vez un dra bennak arlerc'h (da lâret eo: berped !)
Me 'ra get ar skritur peurunvan dre ma 'm boa komañset deskiñ dreni
Boñ, ken ar c'hentañ !
Teangaí eile a dh’fhoghlaim, saol úr a thoiseacht.
Apprendre une autre langue, c'est comme le commencement d'une autre vie.